Overblog
Editer l'article Suivre ce blog Administration + Créer mon blog

Pages

Archives

Publié par Youn

Dindan ar maskl

Gant bisajoù noaz bremañ

e teuomp e-barzh an noz.

 

War an treuzoù eo laosket ar maskloù:

unan a vousc'hoarzh

hag egile a ardaou.

 

Er mare bresk-mañ

e tihun ar c'hoad

e-lec'h m'en em reud ar skeudoù.

 

Huñvreoù kozh sabatur

en em denn eus an douar

hag a glask ur bisaj evit en em lakaat

 

Gortoz. Yen eo.

Un didrouz gwenn a erc'h

war hon malvennoù.

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article